en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Beuzet eo ar stalioù eil-dorn gant ar seier dilhad

Beuzet eo ar stalioù eil-dorn gant ar seier dilhad

Saotret eo ar blanedenn gant ar c'hementad a zilhad a vez produet bep bloaz. Kresket eus 80% eo ar produadur bedel a wiad en dek vloaz tremenet. Ar stal enlinenn ultra fast fashion « Shein » a ginnig 7000 tra nevez bemdez ouzhpenn war e lec'hienn da skouer. Hag abaoe ur bloaz eo beuzet ar stalioù a werzh dilhad eil dorn gant ar c'hementad a zilhad a vez resevet gante bep sizhun. Selaouomp Gaidig ar Rouz a zo a youl-vat e Cap Solidarité, ur stal adimplij, e Plozeved.


D'an 9 a viz Gwengolo e vo dalc'het ur gwerzh vras dilhad hañv e Cap Solidarité. Diaes eo bet d'ar Stad lakaat e plas er vro ur rouedad da zastum an dilhad kozh goude ma vefe kouezhet Abi29 d'ar strad. Tamm-ha-tamm bremañ e vo adaozet chadenn an dilhad eil dorn gant un aozadur nevez, anvet « Refashion ».

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio